NAVED VRAS EVIT BENEAD XVI / Neuvaine pour Benoit XVI
Une neuvaine pour le Pape Benoît XVI est organisée sur les réseaux sociaux du 20 au 28 février 2013. Elle existe en diverses langues (dont le français) sur la page suivante. AR GEDOUR a demandé à Emglev an Tiegezhioù (Entente des Familles bretonnes) de la traduire, à l’attention de nos lecteurs bretonnants. Cette traduction est aussi diffusée sur les réseaux sociaux. N’hésitez pas à la partager autour de vous !
Add : elle vient d’être rajoutée e brezhoneg sur le site de la neuvaine. Merci à eux !
NAVED VRAS EVIT BENEAD XVI (etre an 20 hag an eizh warn ugent a viz c’hwevrer).
Aotrou Jezuz-Krist,
Hent, Gwirionez ha Buhez,
dremm Doue graet den
ha dremm an den eus a Zoue
Grit d’ar garantez evit an Tad a zo en Neñv
ha d’al levenez da vezañ kristenion
birvilhañ en-dro en hor c’halonoù.
Deuit en arbenn dimp
hag heñchit hor c’hammedoù
evit mont d’hoc’h heul hag ho karout
e kenunaniezh hoc’h Iliz,
dre lidañ ha dre vevañ
donezon an Hegaristiezh,
dre zougen hor c’hroazioù,
ha kennerzhet ganeoc’h hoc’h eus hor c’haset.
Roit dimp bepred tan
ho Spered Santel,
ma sklerijenno hor speredoù
ha ma tihuno ennomp
ar c’hoant da arvestiñ ouzhoc’h,
ar garantez evit hor breudeur,
ar re zinerzh dreist-holl,
hag an entan evit kemenn dre holl hoc’h anv
e derou ar c’hantved-mañ.
Ni ho tiskibion ha misionerion
e fell dimp roeñviñ war ur mor sioul
evit m’o devo ar pobloù, diganeoc’h,
ar vuhez leun-barr,
ha ma savint ur bed
war ar genvreudeuriezh hag ar peoc’h, gant kengred.
Salver Jezuz-Krist, deuit ha kasit ac’hanomp !
Mari, Mamm an Iliz,
Pedit evidomp.
Amen.
V/ Pedomp evit hor pab Hon Tad Santel Benead .
R/ Ma vezo gwarezet gant Aotrou Doue, ma roio buhez hir dezhañ, m’e vennigo war an Douar ha ma n’e lezo ket dindan krabanoù e enebourion.
V/ M’en em astenno ho Torn war ho servijer santel.
R/ Ha war ho mab, a zo bet dibabet ganeoc’h.
Hon Tad… Me ho salud Mari, Klod d’an Tad…